AR a gaver e brezhoneg e gerioù e-giz ARgoad, ARvor. ARmor =
qui est sur les bords de mer (1). KAE 'zo anavezet mat ivez gant ar ster
Garzh (geriadur istorel), Haye d'espine (Catalicon). Kevrennet eo
an daou c'her e-barzh ARGAENN a vez displeget gant Roparz Hemon : première
haie placée devant une autre. Meneget eo ivez e Geriadurig Ernault
(Arge-enn). Gwregel eo argaeenn e-giz ERGE.
Diwar skouer ar c'hembraeg ez eus tu goulakaat un henstrumm ARKAE. KAE
a vije amañ gant ar ster ledanoc'h en doa e kermbraeg : harzoù,
lec'hioù difenn. Gouzout a ouzer e oa tro dro da Gemper-Kaourintin
lec'hioù difenn, ha kregiñ a ra Erge dres war Venez ar Fruji
lec'h oa ur c'hreñvlec'h roman. Tal d'ar Fruji emañ Penn-Harz
a c'hellfe tennañ e anv eus al lec'hioù difenn-se, e-giz
Erge.
Kinniget en deus Gourvil (2) un displegadenn all, o tiazezañ
e breder war labourioù Fleuriot (3) : Bez emañ an anvioù-lec'h
oc'h echuiñ gant E rouez-tre e Breizh-Izel. Aet eo an dibenn -ACUM
da -E er vro nannvrezhonekaet da dra m'eo aet da -AC er vro vrezhonek.
SENACUM zo aet da SENE da skouer ha diwar an emdroadur-se e c'heller goulakaat
e vije chomet bev pelloc'h yezh ar Romaned el ledenez-se.
Diwar skouer SENE ze eo posubl e vije chomet trevadennoù romanegerien
e lec'hioù 'zo ha marteze war saon an Oded. Skrivañ a ra
Gourvil : "A l'intérieur même de la zone bretonnante ont dû
persister jusqu'au VIIIème siècle des îlots de langue
romane à Séné, à Berné, à Rédéné,
Taulé, Ergué etc".
N'heller ket kinnig un henstumm ARKACUM war batrom SECACUM SENE. Gwirheñveloc'h
e vije ARCEA ARCE ARKE met n'eus diell ebet o c'hadarnaat kement-se na
kennebeut e vije bet un drevadenn romanegerien war c'hlann an Oded. Anvioù-lec'h
ARCEA, ARCE a gaver koulskoude met er maez eus Breizh.
Menegiñ a ra Holder (4) ARCEA (Arce e-kichen Sens) a gaver e
Buhez S. Ebbonis ha S. Gerici : "Locus Arcea ab antiquis cognominatur".
| ARCE |
: ur stêr eus departamant an Aube an hini eo. Stummoù
kozh : Archia Arcia (1147) ; Arcia (1263) |
| - |
: ur stêr eus departamant ar Charente |
| VAL D'ARCE |
e-kichen Bure les Templiers. |
A orin hengeltiek e vije an daou anv-lec'h-se. Diaes e vije lavarout peseurt
kerentiezh -ma 'zo diouti ?- a zo ganto han gant Erge.
N'eo nemet e 1244 e kaver un anv staget da Erge : Erge Arthmael.
Erge Foenant (1278) a dalv sur a-walc'h evit an Erge war-zu Foenant
da lavarout eo Arge Armel. E 1325 nemetken e kaver meneg eus Erge Gaborig.
Sur a-walc'h ne oa da zigentañ nemet ur barrez, bet lodennet marteze
en XIIIvet kantved. An anv Erge Foenant o tisplegañ emichañs
ne vije ket diazezet mat an anvioù ofisiel d'ar mare-se c'hoazh.
Un diforc'h bras a verzer d'ar mare-se etre parrezioù bihan kornog
an Oded (Ploemeryn, Bod Dewit, Ploecufvan, Penn Harth, Ploeneth, Cuthon,
Caer Feunteun hag all) ha parrezioù bras-ec'hon ar reter : Brithiac,
Erge, Elgent ... N'eo ket souezhus neuze en dije klasket an Eskopti
lodennañ anezho d'o merañ gwelloc'h. Deuet e vijent a-benn
evit Erge marteze dre ma oa an Eskob genidik a Erge.